L’enseignement du breton facultatif au collège

Le collège Jean-Louis Hamon propose des cours de breton optionnels, actuellement à raison de 2 heures par semaine, de la 6e à la 3e. La poursuite en lycée est possible là où l’option est proposée (c’est le cas par exemple au lycée Auguste Pavie à Guingamp).

Il n’est absolument pas nécessaire d’avoir déjà suivi des cours de breton ou de parler breton à la maison. Les cours sont conçus pour des débutants complets. Cela dit les élèves ayant déjà des notions de breton sont les bienvenus s’ils le souhaitent.

En plus d’une initiation à la langue, les élèves découvrent des éléments de culture et d’histoire de la Bretagne.

Lorsque le contexte sanitaire le permet, des activités culturelles sont proposées aux élèves de la filière bilingue et de l’option breton.

Ne pas confondre option et filière bilingue

La filière bilingue est réservée aux élèves ayant déjà suivi une scolarité bilingue, et aptes à suivre différentes matières en breton (au minimum l’histoire-géographie). En revanche les élèves inscrits à l’option breton ont simplement un cours supplémentaire, le reste des enseignements étant effectué en français comme pour tous les autres élèves.

Ar c’helenn brezhoneg danvez diret er skolaj

Gant Skolaj Jean-Louis Hamon e vez kinniget kentelioù brezhoneg evel danvez diret, div eurvezh ar sizhun hiziv-an-deiz, eus ar 6vet d’an 3de klas. Kenderc’hel a c’haller el lise pa vez kinniget an danvez diret (graet e vez e lise Auguste Pavie et Gwengamp da skouer).

N’eo ket ret e mod ebet bezañ heuliet kentelioù brezhoneg endeo, pe c’hoazh komz brezhoneg er gêr. Savet eo ar c’hentelioù evit deraouidi-rik. Deuet mat e vo memestra ar re desket mui pe vui war ar brezhoneg dija, ma fell dezhe lakaat o anv.

Ouzhpenn d’un tañva war ar yezh e vez dizoloet gant ar skolidi elfennoù eus sevenadur hag istor Breizh.

Pa vez aotreet gant ar reolennoù yec’hedel e vez kinniget obererezhioù sevenadurel da skolidi an danvez diret ha da re an hentenn divyezhek.

Arabat meskañ an danvez-diret hag an hentenn divyezhek

Miret eo an hentenn divyezhek evit ar skolidi heuliet un hentenn divyezhek gante er skol kentañ-derez, ha gouest da labourat e brezhoneg (an istor-geografiezh da nebeutañ). Ar re enskrivet d’an danvez diret avat o dez ur gentel ouzhpenn ha setut tout, peurest ar c’hentelioù o vezañ graet e galleg evel evit an holl skolidi all.